| BANNIELOU LAMBAOL (Ridée) |
|
Me'm eus bet plijadur e Lambaol awechou Oc'h ober tro an iliz gant an holl bannielou |
| Refrain :
Jopo popo landibi dibi Jopo popo landibi do Manturla ridodenig Jopirei piralla. |
| Hag o stouiň ganto dirak an aoter vras hag ouzh o sevel kerkent er vann ken dres all o'hoazh. |
| Plijadur am beze, pa veze ar pardon oc'h ober tro ar vered gant an dud a galon. |
| Eno 'vêze gwelet pa groge an avel piw oa ar baotred wellaň da zougen ar banniel. |
| Ha dre ma tremened a bep tu d'ar vali gant o zeod flour ar merc'hed a roe o ali. |
| Hag a rae o dibab e-touez ar baotred vrao a welent en o o'haeraň o tremen dirazo. |
PAROLES FRANCE PAROLES